Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2005 e Breizh - 2006 e Breizh - 2007 e Breizh
2006 e Breizh
- Genver - C'hwevrer - Meurzh - Ebrel - Mae - Mezheven
- Gouere - Eost - Gwengolo - Here - Du - Kerzu
Echu eo e harz-debriñ gant Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh Dihun. Padet en deus 22 devezh en holl. Deuet eo a-benn Y. Baron gant e stourmadeg, da lakaat renerezh an deskadurezh katolik da vont war-raok evit diorren ar c'helenn divyezhek brezhoneg-galleg.
Divizet ez eus bet eta digeriñ 7 klasad divyezhek nevez en c'hentañ derez : 2 e Penn-ar-Bed (Plouvorn ha Plouarzhel), 1 en Aodoù-an-Arvor (en un tu bennak en Treger), 1 en Liger-Atlantel (Pornizh) ha 3 er Mor-Bihan (Mêlrant, Surzhur ha Gwened).
Divizet ez eus bet ivez gant Poellgor an Deskadurezh Katolik lakaat ur garta en he sav e kenlabour gant Dihun, a-benn programmiñ war meur a vloaz diorren ar skolioù divyezhek.
Diwar lec'hienn Dihun Breizh
Aet eo d'an anaon Pêr ar Bihan, barzh ha skrivagner bet adalek an deroù e-barzh skipailh ren ar gelaouenn Al Liamm.
Aet eo d'an anaon Maria Prat, en he c'hantved bloavezh. E penn Strollad Beilhadegoù Treger e oa bet e-pad pell. Pezhioù-c'hoari farsus ha rimadelloù a-leizh a oa bet savet ganti.