Diwar-benn bloavezh 2005 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2005 e Breizh.
- 1añ Genver : Frañs : Gwir zo gant ar gerent hiviziken da reiñ da anv-familh d'o bugale pe anv an tad, pe anv ar vamm pe c’hoazh da implijout an daou anv stok-ha-stok.
- Krouidigezh Ofis publik an euskareg.
- Treuzkaset ez eus kefredioù nevez d'ar rannvroioù (lezenn an 13 Eost 2004) evel ar merañ ar fontoù europat, programm rannvroel ar yec'hed ha merañ gopridi angelenn al liseoù.
- Ul lur nevez zo lakaet da dalvezout e Turkia.
- 9 a viz Genver: sinet un Emglev-peoc'h e Nairobi (Kenya) etre gouarnamant Soudan hag emsavidi ar Su. 2 milion a dud a oa bet lazhet er brezel-mañ abaoe 1983.
An haderez
- 1añ a viz Meurzh: en he diviz Roper ouzh Simmons, degemeret gant pemp mouezh ouzh pevar eo berzet gant Lez-varn veur ar Stadoù-Unanet kondaoniñ da gastiz ar marv an dorfedourien vinor da vare ar fedoù.
- 2 a viz Meurzh: dont a ra er-maez an teulfilm Le Cauchemar de Darwin a laka anat heuliadoù drastus ar bedeladur digabestr ha distruj ar violiesseurtegezh e lenn Victoria : en em harpañ a ra ar filmaozer, priziet meur a wech, war perched an Nil ha Charles Darwin evit kas e film war-raok.
- 3 a viz Meurzh: dilennet eo an dizalc'hour Oscar Temaru da brezidant Polinezia c'hall.
- 4 a viz Meurzh, Iraq : Laosket eo ar gazetennerez italian Giuliana Sgrena da vont ; war hent an distro eo gloazet dre fazi gant tennoù amerikan (marines), lazhet eo ar gwazour italian Nicola Calipari en ur wareziñ anezhi. Goulenn a ra Italia displegadurioù.
- 6 a viz Meurzh
- 7 a viz Meurzh, Bolivia : Carlos Mesa prezidant Bolivia a ro e zilez, da-heul manifestadegoù niverus.
- 8 a viz Meurzh:
- Tchetchenia: lazhet eo ar pennrener dizalc’hour tchetchen Aslan Maskhadov e-kerzh emgannoù gant an nerzhioù kevreadel rusian.
- Liban: diskenn a ra un hanter vilion a Libaniz er straedoù e Beirout evit goulenn m'en em dennfe ar bagadoù sirian eus o bro.
- Frañs: etre 150 000 hag 200 000 a liseidi a vanifest evit ma vo dilezet reizhadenn al lise ; trubuilhoù zo e Pariz e-kerzh ar vanifestadeg.
- 10 a viz Meurzh, Stlenneg:
- 14 a viz Meurzh, Sina: vot ul lezenn a-enep an disrannañ gant ar parlamant. Aotren a ra implij doareoù anpeoc’hus evit mirout ouzh kement stumm a zisrannerezh zo a-berzh Taiwan (dizalc’h er fedoù abaoe 1949).
- 16 a viz Meurzh, Kebek:
- evit stourm a-enep d'an troc’h e budjed an deskadurezh eo bet dalc’het ar vanifestadeg studierien vrasañ en istor ar broviñs. 100 000 a dud e straedoù Montréal. E-tro 230 000 a studierien en harz-labour.
- Bageal: klozañ a ra ar Breton Bruno Peyron e dro ar bed dre skipailh e 50 devezh, 16 eurvezh hag 20 munut. Pilat a ra rekord Steve Fossett eus 7 devezh ha mont a ra gantañ Trec’h Jules Verne.
- 18 a viz Meurzh, SUA: enep bonreizh har er-maez lezenn eo barnet ar Patriot Act gant Stad Mec'hiko-Nevez.
- 19 a viz Meurzh, Unaniezh Europa: manifestadeg a-enep kelc’hlizher Bolkestein.
- 25 a viz Meurzh:
- 26 a viz Meurzh, Polinezia:
- loc’het eus Perou en em gav ar roeñverez c’hall Maud Fontenoy en inizi Markiz, goude 6 900 km hent.
- Taiwan: ur milion a Daiwaniz well-wazh o deus manifestet e Taipei evit disteuler krafoù gourdrouzus al lezenn enep an disrannañ degemeret gant Parlamant Sina. Dizalc’h er fedoù abaoe 1949 e argas evel-se Taiwaniz untuegezh Sina ha kadarnaat a reont ez eo an dizalc’hiezh un dra bennak a sell outo mar fell dezho.
- 31 a viz Meurzh, Frañs: deroù ar skinwel niverel dre zouar (14 kanol digoust) ; adarre eo bet nac’het raktres TV Breizh gant Kuzul Meur ar C'hleweled (CSA) e Pariz.
- 8 Ebrel, Vatikan : Obidoù ar pab Yann-Baol II dirak ur milion a feizidi, daou c’hant a Bennoù-bras (pennoù Stad, pennoù gouarnamant, uhelidi relijioù all) deuet eus ar bed a-bezh, ha milionoù a skinarvesterien.
- 8 Ebrel, Meurvor Habask, Panama, Kolombia, Venezuela : Fallaenn heol glok kentañ an XXIvet kantved.
- 9 Ebrel, Breizh-Veur : Ampellet eured ar priñs Charlez gant Camilla Parker Bowles, abalamour da obidoù Yann-Baol II .
- 10 Ebrel, Sumatra, Indonezia : Stroñset ar vro adarre gant ur c’hren-douar 6,7 e vent war skeul Richter.
- 11 Ebrel, Kirgizstan : Degemeret dilez ar prezidant digarget Askar Akaïev gant ar gannaded kirgiz. Goude an diviz-mañ e c’hallor aozañ un dilennadeg prezidant araokaet, merket gant ar parlamant d'an 10 Gouere.
- 12 Ebrel, New Delhi : Sinet un emglev etre Sina hag India evit termeniñ pennaennoù bras an divroc’hañ etre an div Stad. Spi zo gant India ha Sina da wellaat o darempredoù evit kas war-raok an eskemmoù hag o diorren. Meneget eo bet soñj un takad frankeskemm ec’hon-meurbet. Bodañ a rafe 2,5 miliard a annezidi.
- 15 Ebrel, Monaco : Obidoù priñs Rainier III Monaco, marv d'ar 6 Ebrel 2005;
- 15 Ebrel, Iraq : 100vet devezh bac’hidigezh evit Florence Aubenas hag he heñcher Husain Hanoun;
- 15 Ebrel, Frañs : Mervel a ra 22 den, 10 bugel en o zouez, e tan-gwall ul leti e IXvet arondisamant Pariz;
- 15 Ebrel, Sina-Japan : Stenn an darempredoù etre daou vras Azia ; komz a reer eus luskadoù enep Japan e Sina hag eus « brezel al levrioù-skol » abalamour ma tamaller da levrioù-skol Japan tevel war emzalc’h al lu japanat e Sina e-pad an eil brezel bed;
- 18 Ebrel, Vatikan : Deroù ar c’honklav evit dilenn ur pab nevez. Mogidell zu da à 11 eur 50 (CET) d'an 19 Ebrel ; merkañ a ra eo bet difrouezh div dro vouezhiañ ar Meurzh vintin.
- 18 Ebrel, SUA : Aet ur wagenn ramzel (pe Gwagenn fallakr) a-benn d'ur mordreizher, an Aube Norwegian ; rediet eo al lestr da skeiñ war-du Charleston, Sukarolina evit bezañ dreset, d'ar Sul. Engortoz eur e loc’hfe ar vag hag e yafe da gaeañ da New York hiziv.
- 19 Ebrel
- 20 Ebrel, Italia : Roet e zilez gant Silvio Berlusconi a-benn sevel un eil gouarnamant Berlusconi gant ur skipailh nevez hag ur programm all.
- 21 Ebrel, Spagn : Anavezout a ra ar Gannaded ez eo hervez lezenn an dimeziñ heñvelreviat.
- 22 Ebrel, Frañs :
- 22 Ebrel, Jakarta : digoridigezh ar c’hendalc’h Afrika-Azia 50 bloaz goude kendael Bandung.
Oferenn zigeriñ pabelezh Benead XVI.
- 1añ Gouere : Korsika : Degemeret un diferad evit kas war-raok ar c’horseg gant Bodadenn Gorsika.
- 2 Gouere : Skos : Ur vanifestadeg a vod 200 000 a dud e Dinedin. He fal eo broudañ broioù ar G8 en em vodo adal an 13 Gouere er Gleneagles Hotel e gwalarn Dinedin, da stourm a-enep d'ar baourentez er bed. Ar vanifestadeg vrasañ bet dalc’het biskoazh e Bro-skos eo.
- 2 Gouere : 8 pikol sonadeg Live 8 evit ma vo nullet dle Stadoù Afrika e Londrez, Berlin, Philadelphia, Moskov, Johannesbourg, Pariz, Tokyo ha Roma.
- 3 Gouere : Dilennadeg kannaded en Albania
- 4 Gouere, Egor : Skeiñ a ra ar sontenn Deep Impact gant ar gometenn 9P/Tempel1 da 5 eur 52 GMT.
- 5 Gouere, Frañs : Laurence Parisot eo ar plac’h kentañ o vezañ dilennet e penn ar Medef.
- 6 Gouere :
- 7 Gouere : Gwalldaolioù marvus er metro e Londrez.
- 10 Gouere : Votiñ a ra Ya al Luksembourg evit gwiriekaat Feur-emglev Roma 2004.
- 12 Gouere : Kurunennet ar priñs Alberzh II Monaco.
- 15 Gouere : Dont a ra er-maez levr diwezhañ Harry Potter Harry Potter hag ar priñs mesket e wad (Harry Potter and the Half-Blood Prince), eil levrenn ziwezhañ avanturioù Harry Potter, da 11 eur noz, e kastell Dinedin, kêr annez ar skrivagnerez J. K. Rowling.
- 21 Gouere : Gwalldaolioù an 21 Gouere e Londrez. Un den gloazet hepken.
- 22 Gouere : Da-heul ar spont degaset gant gwalldaolioù an derc’hent ez eus bet lazhet un den dre fazi e metro Stockwell gant polis Londrez.
- 27 Gouere : Gallout a reer pellgargañ stumm Internet Explorer 7 Beta 1.
- 28 Gouere : Dilezel a ra an IRA (Irish Republican Army) e armoù goude 35 bloavezh stourm.
- 1añ Gwengolo
- Suis : embannet ez eus ur rollad du eus ar c’hompagnuniezhioù nij diasur gant ar gournamant.
- Breizh : Distro-skol gant ur c’hresk disterik evit ar skolioù divyezhek. Tamm levezon ebet da-heul vot ur politkerezh yezh gant kuzul-rannvro Breizh d'ar 17 Kerzu 2004.
- 2 Gwengolo : Frañs : Paket ar prezidant Jacques Chirac gant un taol gwazhied.
- 5 Gwengolo : Frikadenn ur Boeing 737-200 war ur gêr e Sumatra, Indonezia; 117 den lazhet e bourzh ha 30 all war al leur. (Gwelet Nijadenn 091 Mandala Airlines).
- 9 Gwengolo :
- 11 Gwengolo : Japan : da-heul divodadeg Kambr ar Gannaded, emañ galvet 100 milion a voterien da zilenn o 480 kannad. Berzh bras evit ar c’hentañ ministr mirour Junichiro Koizumi. Mont a ra 296 sez gant e strollad (an SFD), ar pezh zo 84 ouzhpenn ar pezh a oa gantañ a-raok. Ar wech kentañ eo en ur ober 15 vloaz m'emañ ar muianiver klok gant ur strollad er gambr izelañ. Savet eo ar mouezhiañ betek 67,5%, 7 poent ouzhpenn eget er votadeg ziwezhañ e 2003.
- 12 Gwengolo : Norvegia : votadeg evit dilenn ar 169 kannad er Storting. Mont a ra 44 sez gant ar c’henemglevad kreiz-dehou (H, V ha KrF) a oa er galloud, ouzh 87 gant ar c’henemglevad kleiz en tu enep (DNA, SV ha Sp). Tapout a ra an FrP, strollad eus an tu dehou pellañ e skor gwellañ biskoazh gant 38 sez. Dont a ra da vezañ an nerzh enep kentañ da c’houarnamant da zont Jens Stoltenberg.
- 18 Gwengolo : Alamagn : galvet eo ar voterien da zilenn gant bloaz lañs o c’hannaded er Bundestag. Koll a ra ar c’henemglevad "Ruz-glas" (SPD hag ar re c’hlas) er galloud ar votadeg (273 sez) met n'eo ket aet ar maout kennebeut gant ar c’henemglevad "Du-melen" (CDU/CSU ha FDP) en tu enep gant 281 sez hepken e-lec’h ar 307 ret. Berzh en deus graet al Linkspartei eus an tu kleiz pellañ gant 54 sez; nac’h a ra en em glevet gant strollad all ebet.
- 25 Gwengolo : Polonia : votadeg evit dilenn 460 kannad en Dieta. Tapout a ra an EKD er galloud 11,31% hepken, 30 poent nebeutoc’h e-keñver 4 bloaz zo ha 55 sez. PiS, ar strollad mirour a dap 155 sez dirak e gevredad, ar PO frankizour a dap 133 sez er gambr izelañ. Poblelourien ar Samoobronna hag an LPR a dap pep hini eus e du 56 ha 34 sez. 25 sez a yay gant ar PSL kleiz. Merket eo bet ar votadeg gant an anvouezhiañ zo savet betek 62%. Ar c’hreñvañ abaoe diskar ar gomunouriezh.
- 29 Gwengolo : Aljeria : Poblvouezhiadeg diwar-benn Karta ar Peoc'h hag an Adunvanañ : 97% eus ar mouezhioù a-du ganti.
- 30 Gwengolo : Breizh : Kinnig a ra kuzul-rannvro Breizh e logo nevez. Degemer a ra an erminig arouez Breizh, met ne ra ket gant livioù ar vro. Evit ar wech kentañ e c'hallor ober gant ur stumm brezhoneg eus al logo.
- 1añ Kerzu : Frañs : Da-geñver ar galv d'ar prosez en "Afer Outreau" ma advarner 6 a dud kondaonet en dro gentañ e vez didamellet an holl dud gant Lez-varn galv Pariz. Fin zo da bemp bloaz direizhderioù o deus kaset d'ar gwall justis-mañ.
- 4 Kerzu : Aod-an-Olifant : goude ur weladenn e Abidjan eo anvet Charles Konan Banny, gouarnour Bank kreiz Stadoù Afrika ar C'hornôg da gKentañ ministr gant an hanterourien Olusegun Obasanjo, prezidant Unaniezh Afrika ha Nigeria ha Thabo Mbeki, prezidant Suafrika.
- 5 Kerzu : Frañs a gadarna e nac'h sinañ ar c'hendiviz-framm war ar minorelezhioù broadel kinniget gant Kuzul Europa.
- 6 Kerzu : Sina : Tennañ a ra ar polis ledvilourel war miliadoù a Bloueziz a vanifeste e Dongzhou (su ar vro) a-enep da savidigezh un tredanva. Da nebeutañ 3 den lazhet. Ploueziz zo a ra anv eus ur c'hant den bennak lazhet. An darvoudoù feuls grevusañ int abaoe lazhadeg Tiananmen, e 1989.
- 12 Kerzu : Liban : Drouklazhet en ur gwalldaol gant kar-pej ar c'hannad enep-Siria Gebran Tueni.
- 14 Kerzu : Tanzania : mont a ra ar maout gant Jakaya Kikwete, ministr kozh an aferioù diavaez, en anv ar strollad Chama Cha Mapinduzi (CCM), en dilennadeg prezidant gant 80,3% eus ar mouezhioù.
- 15 Kerzu :
- 18 Kerzu : Bolivia : dilennet eo Evo Morales, e penn ar Movimiento al Socialismo, da brezidant ar republik gant 50,826% eus ar mouezhioù.
- 27 Kerzu : Aod-an-Olifant : Gourdrouz a ra an nerzhioù nevez (NN) da chom hep kemer perzh er gouarnamant da c'hortoz renet gant Charles Konan Banny ma vez roet da Dalbenn pobl Aod-an-Olifant (TPA) ar prezidant Laurent Gbagbo tri ministrerezh an Arc'hant, an Difenn hag ar Surentez.
- 28 Kerzu : Lakaet da gelc'htreiñ, da 23 000 km uhelder, adal kreizenn egor rusian Baikonour (Kazakhstan), al loarell gentañ eus raktres europat merdeiñ dre loarelloù Galileo. Gantañ a tlefe Europa bezañ dizalc'h e-keñver ar GPS amerikan. E 2010 e tlefe mont en-dro.
- 30 Kerzu : Haiti : Embann a ra ar pennadurezhioù ez eo ampellet adarre an dilennadeg prezidant bet rakwelet a-benn an 8 Genver 2006. War wel emañ lakaet evel-se pegen diaes eo stabilaat ar vro daou vloaz goude diskar ar prezidant Jean Bertrand Aristide. Diawelet e penn-kentañ d'an 13 Du e oa bet ampellet an traoù teir gwech c'hoazh. Gallout a rafe an enkadenn dilennel-mañ treiñ da enkadenn bolitikel tra ma kresk an displijadur e-keñver ar gouanamant.
- 31 Kerzu :
- Frañs : Goude distaol gant barner an daveoù Pariz galv peder c'hevredigezh - Greenpeace, Kevredigezh Vroadel Reuzidi an amiant (ANDEVA), Ban Abestos ha Poellor enepamiant - a save a-enep leuskel an doug-nijerezioù kozh Clemenceau, da lestrañ trema chanter Alang en India ma tle bezañ diamiantet ha divontet en deus kuitaet al lestr porzh Toulon digudenn e-tro 10 eur eus ar mintin, gronnet gant ur wikefre bolis savet gant ar prefeti-mor
- Palestina : Un nebeud eurvezhioù a-raok termen an harz-brezel lakaet ganto a-enep Israel e tisklêr an Jihad islamek ha meur a vagad armet all stag ouzh Fatah Mahmoud Abbas, luskad prezidant an Aotrouniezh palestinat ne vo ket adkaset an harz-brezel dre ret e 2006. Kevraouet e oa bet an harz-brezel e Kaero e miz Meurzh.
- 1añ Genver : Shirley Chisholm, kentañ maouez du dilennet er C’hendalc’h amerikan, 80 vloaz
- 3 Genver : Will Eisner, treser BT amerikan, 87 vloaz
- 4 Genver : Bud Poile, c’hoarier hockey war skorn kanadian, 80 vloaz
- 6 Genver : Jean-Loup Herbert, antropologour gall, 60 vloaz
- 7 Genver : Pierre Daninos, aozer gall, 91 vloaz
- 8 Genver : Jacqueline Joubert, kinnigerez kentañ er skinwel gall, 83 bloaz
- 10 Genver : Georges Bernier lesanvet « Professeur Choron », fentigeller gall, 75 vloaz
- 28 Genver : Jacques Villeret, aktour gall, 53 bloaz
- 28 Genver : Jim Capaldi, soner saoz (Traffic), 60 vloaz
- 8 a viz C'hwevrer : Ivona Martin, stourmerez evit ar brezhoneg, 97 vloaz
- 5 C'hwevrer : Gnassingbé Eyadéma, prezidant Togo, 69 bloaz
- 10 C'hwevrer : Arthur Miller, dramaour amerikan, 89 bloaz
- 13 C'hwevrer : Maurice Trintignant, sturier kirri gall, 87 vloaz
- 14 C'hwevrer : Rafiq Hariri, politikour libanat, 60 vloaz
- 15 C'hwevrer : Pierre Bachelet, kaner gall, 60 vloaz
- 23 C'hwevrer : Simone Simon, aktourez gal, 94 vloaz
- 24 C'hwevrer : Jean Prat, c’hoarier rugbi gall, 82 vloaz
- 25 C'hwevrer : Peter Benenson, krouer Amnesty International, Breizhveuriad, 83 bloaz
- 26 C'hwevrer : Jef Raskin, tad an etrefas Mac OS, hendad holl etrefasoù grafek an urzhiataerioù, 61 bloaz
- 6 Mae : Claude Julien, kazetenner, bet pennskridaozer ar Monde diplomatique, 79 vloaz
- 13 Mae : Eddie Barclay produer sonerezh, priziour bras ar jazz hag ar rock, rener stalioù pladennoù, 84 bloaz
- 26 Mae : Sangoulé Lamizana, bet prezidant ar Volta-Uhelañ, hiziv Burkina Faso, 89 bloaz
- 28 Mae : Sama Dioubate, kanerez eus Ginea, 39 bloaz
- 2 Kerzu : Muhammad Hamza al-Zubaydi, Kentañ ministr Iraq etre 1991 ha 1993. (° 1938).
- 5 Kerzu : Juan Maria Lekuona, beleg euskarat ha barzh euskarek, 78 vloaz.
- 6 Kerzu : Charly Gaul, marc'houarnour luksembourgat, 73 vloaz.
- 10 Kerzu : Eugene McCarthy, politkour stadunanat, bet senedour demokrat, eneber-touet da brezel Viêt Nam. (° 1916).
- 11 Kerzu : Frederick Ashworth, ijinour milourel stadunanat, unan eus saverien ar vombezenn nukleel e 1945. (° 1912).
- 12 Kerzu : Gebran Tueni, kazetenner ha politikour libanat, 48 vloaz.
- 15 a viz Kerzu : Enrico Paoli, c'hoarier echedoù italian, 97 vloaz.
- 25 Kerzu :