Plesei (Plessé e galleg) zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.
- Plesei zo unan ag ar c'humunioù brasañ a zo el Liger-Atlantel, kement ha Pariz eo, gant 10 400 hektar. Teir bourc'h zo enni : Plesei, Le Dresny, Le Coudray.
- Ar stêr Izar a dreuz ar gumun.
- Plebe que dicitur Sei, 854; Ploissiaco, 1062; Plesseit, XIIIt; Pleusse, Plusse, 1254; Plesse, 1287; Plesseyacum ?, 1371[2]
Un anv brezhonek a orin eo anv ar gumun. Savet eo diwar ple, deuet eus plouef, ha Sei, anv un den, marteze ur sant, Sei pe Seog. Meur a gêriadenn a zo er gumun gant an anv "Sei" : Tresei, Lann-Sei… En 854 en ur skrid latin eus kartular Redon ez eus anv eus Plebs que dicitur Sei, meneget evel parrez vrezhonek.
E fin an IXvet kantved ha deroù an Xvet kantved e oa bet Alan Iañ o chom e Plesei, e kastell Sei war ribl ar stêr Izar. Nend eo ket mui ar c'hastell anezhañ avat. E penn kentañ an XIXvet kantved e veze gwelet e roudoù war ar parkeier c'hoazh.
Alan Iañ a oa roue Breizh, trec'het ar Vikinged gantañ e Kistreberzh.
Lavaret e vez eo bet ar mare-se "oad aour" Plesei. Pezh a zo gwir a-walc'h. Evel-se Alan Iañ, e vibien Budig ha Derrien hag e goskor o deus degemeret Eudes, Roue Bro C'hall e kastell Sei.
Hervez istorourion zo, ez eus bet ur villa roman hag ur c'hreñvlec'h galian kent bout adsavet gant ar roue.
Pa voe savet an hent bras etre Gwenred ha Plesei e penn kentañ an XIXvet kantved ez eus bet dizoloet bezioù ag ar Grennamzer uhelañ.
Hervez ur vojenn ez eus ur c'haridenn etre pezh a oa ar c'hastell hag un tour e Gwenvenez-Penfaou...
War an dorgenn el lec'h ma oa ar c'hastell gwezharall emañ kêriadenn "Sant Kler" hiziv an deiz. Sant Kler a zo ur Sant a bouez er barrez. Ur chapel a oa er gêriadenn betek he distruj e-pad an Eil brezel bed. Pont Sant Kler a zo bet distrujet ganti ivez.
War-lerc'h eo bet ar gumun dindan beli familh Roc'han a Vlaen.
Er XIVvet kantved e voe savet un aluzendi Sant Armel er Rozay gant Arzhur II.
Meneget eo ar barrez e diellevr Redon, e 854: Kovellig ha Brithael, kendirvi Lalokan o doe galvet ar mac'htiern Houarnskoed (Hoiarnscoit) evit bout e penn kêriadenn "Treb-Hinoi" a oa da Lalokan kent e varv. E Sarant (Gwenvenez-Penfaou) eo bet ar varn gant menec'h Redon[3].
- Mervel a reas 238 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,38 % eus he foblañs e 1911[5].
- Mervel a reas trizek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[6].
|
Amproux,
Aotrounez Calesfré
|
Geotet e deir daerenn en argant.
|
|
André,
Aotrounez Malarit
|
En argant e gebrenn en sabel heuliet gant teir melchonenn ivez en sabel
|
|
de l'Espinay
Aotrounez Hauteville, Trémar, Buhel, Lalier, Malarit
|
En argant e zri bod-spern geotet
|
|
de Volvire
Aotrounez Fresnay
|
Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul
|
- Iliz katolik Sant Pêr Plesei (1875),
- Chapel ar Plessis, (XVvet),
- Chapel Karheil,
- Maner ar "chêne vert" (XVII-XVIII), an aotrou Tregwel e oa e berc'henn,
- Meur a fetan "hud", en Draeneg hag e Sant Kler (a bare poan an daoulagad),
- Kastell Karheil, distrujet eo bet e pad an Eil brezel-bed gant ar bombezadegoù.
Ur bochad kestell zo er gumun :
- Kastell Koed-Dan,
- Kastell "l'Epinay",
- Kastell Buhel,
- Kastell "Sein des bois",
- Kastell Boduan ...
Ha Peulvan "dent Gargantua" etre Lann-Sei ha Sant Kler. Hervez ar sorbienn e oa kouezhet ar peulvan diouzh botez Gargantua ha flastret en doa ur pesketaer hag a oa dindanañ.
- Monumant ar re varv e bered Plesei, luc’hskeudenn[9]. Dioueliet e voe d’ar 7 a viz Mae 1922[10].
- Monumant ar re varv e Le Coudray, luc’hskeudenn[11] ha kartenn-bost[12].
- Monumant ar re varv e Le Dresny, luc’hskeudenn[13].
Emañ Plesei e Bro C'hallo, komzet e vez gallaoueg er gumun eta.
Ar brezhoneg zo bet komzet ivez gant tud Plesei gwezharall, ur bochad anvioù-lec'h brezhonek a zo er gumun, muioc'h ag 20% hervez labour Jean Yves Le Moing. Setu lod anezho: Toulan (toul-lann), Tresé (Tre-Sei), Govelo, Couët-Dan, Hinlès (Hen-lez), Tregouët (Tregoed), Dresny (Draeneg).
Gallout a reer gwelet eo aet Kerguemer (1420) da gCarguemey (1562) etre ar XVvet hag an XVIvet kantved. Ar ger "kêr" aet da "car" a c'hell bout arouez ur cheñch yezh.
Ur arouez arall eo "Quélme", n'eo ket aet ar ger-se da "gKalvez". Neuze eo bet kollet ar brezhoneg e Quélmé er XIVvet kantved marteze.
Roll maered ar gumun
|
Mare
|
Anv
|
Strollad
|
Karg
|
2008
|
|
Bernard Lebeau
|
Divers gauche
|
|
1995
|
2008
|
Paul Daniel
|
|
-
|
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
|
Niver a annezidi
Commons