Ur yezh iranek eo ar pachtoueg pe pouc'htoueg (pashto pe pukhto پښتو), komzet gant 39 millon a dud en Afghanistan ha kornôg Pakistan (16%-20% eus ar boblañs).
Kavet e vez ivez pachtouegerion e Sind (Karachi, Hiderabad e kornôg Punjab (Pakistan), e norzh India hag e biz Iran.
E 1964 e oa bet disklêriet ar pachtoueg unan eus div yezh ofisiel Afghanistan gant an dareg (dari).
Div rannyezh pennañ a zo: hini an norzh komzet gant tro-dro da 24 milion a dud hag hini ar su komzet gant tro-dro da 16 milion a dud.
Skrivet e vez ar pachtoueg gant al lizherenneg arabek gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg [1]. Mui-ouzh-mui avat e vez implijet al lizherenneg latinek, dreist-holl evit skrivañ ar yezh war ar c'henwiad.