www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Metropolitan Police

Eus Wikipedia
Metropolitan Police
territorial police force, aozadur, municipal police
Deiziad krouiñ29 Gwe 1829 Kemmañ
Anv berrthe Met Kemmañ
DiazezerRobert Peel Kemmañ
Den e penn an aozadurCommissioner of Police of the Metropolis Kemmañ
Merour/renerMark Rowley Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Sez sokialNew Scotland Yard Kemmañ
Raklec'hiet gantBow Street Runners Kemmañ
IPv4 routing prefix160.38.0.0/16 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.met.police.uk/ Kemmañ
Operating areaMetropolitan Police District Kemmañ

Ar Metropolitan Police Service (MPS), anavezet peurliesañ evel Metropolitan Police, a oa ar Metropolitan Police Force e anv kent, lesanvet ivez the Met, eo an nerzh polis lec'hel er Greater London ha karget da lakaat al lezenn da dalvezout, er-maez eus an dachenn "Square Mile" e-kreiz kêr Londrez hag a zo e karg ar City of London Police.

Ar Met en deus ivez kargoù a live broadel evel kenurzhiañ ha ren an enep-sponterezh er Rouantelezh-Unanet, difenn pennoù uhel ar familh roueel saoz kement ha pennoù uhel ar gouarnamant.

Tachenn labour ar Metropolitan Police Service.

E miz Meurzh 2016, ar Metropolitan Police Service a implije 43 272 implijad leun-amzer. E penn an aozadur e kaver ar Commissioner of Police of the Metropolis, brudetoc'h dre an anv Metropolitan Police Commissioner berraet dre the Commissioner. Karget eo da ren an holl nerzhioù polis war e dachenn. Emañ ar C'homiser (Commissioner) dindan urzhioù ar rouanez, an Home Office ha Maer Londrez, dre skourr an ti-kêr evit ar polis hag an torfedoù.