Modoù kevregañ a reer eus modoù gwereañ ar stlennoù war ar skramm e-keñver an despizadur hag an niver a livioù.
Derc'hennañ a reont e-mod-se galloudegezh ur gartenn gevregañ d'ardeiñ munudoù ur skeudenn pe c'halloudegezh ur skramm d'o wereañ.
- MDA (Monochrome Display Adapter) : mod gwereañ an unvezioù gwereañ unliv eo, danzeet e 1981. Pourchaset e veze gant MDA ur gwereañ mod testenn 80 bann dre 25 rez. Nodoù ASCII e veze gwereet nemetken gant ar mod-se. Diamzeret bremañ.
- CGA (Color Graphic Adapter) : deut e oa er-maez e 1981 evel MDA war en dro gant ar PC (Personnal Computer). Gant ar mod-se e veze tu gwereañ an nodoù e mod testenn arwellet gant pevar liv. Ur gwereañ e mod-kevregañ o reiñ an tu da wereañ ar pikseloù gant pevar liv gant un despizadur a 320 x 200 piksel a gevaraeze ar mod-se ouzhpenn.
- EGA (Enhanced Graphic Adapter) : danzeet e derou ar bloavezh 1985 e roe an tu da wereañ 16 liv gant un despizadur a 640 x 350 piksel.
- VGA (Video Graphics Array) : danzeet e 1987. Kevaraezañ a ra ur gwereañ 720 x 400 piksel e mod testenn pe unan 640 x 480 piksel e mod kevregañ 16 liv e zespizadur. Moaien 'zo ivez gwereañ 256 liv gant un despizadur a 320 x 200 piksel (anvet ivet MCGA - Multi-Color Graphics Array). Ar mod gwereañ izek eo deut da vezañ evit ar PCoù.
- XGA (eXtended Graphics Array) : danzeet e 1990 gant IBM, e veze pourchaset gant ar mod-se ur gwereañ 800 x 600 piksel gant 16 milion liv pe 1024 x 768 piksel gant 65536 liv.
- SVGA (Super Video Graphics Array) : ur mod kevregañ eo hag a ro an tu da wereañ 256 liv gant despizadurioù a 640 x 200 piksel, 640 x 350 piksel pe 640 x 480 piksel. Moaien 'zo ivez gwereañ gant despizadurioù a 800 x 600 piksel pe 1024 x 768 piksel hogen o wereañ nebeutoc'h a livioù war an dro.
- VESA (Video Electronic Standard Association) : da skoueriekaat ar modoù kevregañ, pezh a rae diouer, e voe ar genderc'herien pennañ oc'h en em vodañ da grouiñ ur c'henseurterezh : ar VESA.
- SXGA (Super eXtended Graphics Array) : despizet gant ar c'henseurterezh VESA e ro an tu ar mod SXGA da wereañ gant un despizadur a 1280 x 1024 piksel ha 16 milion liv. E ratio a zo 5:4.
- UXGA (Ultra eXtended Graphics Array) : despizadur a 1600 x 1200 gant 16 milion liv.
- WXGA (Wide eXtended Graphics Array) : despizadur a 1280 x 800 gant 16 milion liv.
- WSXGA (Wide Super eXtended Graphics Array) : despizadur a 1600 x 1024 gant 16 milion liv.
- WSXGA+ (Wide super eXtended Graphics Array) : despizadur a 1680 x 1050 gant 16 milion liv.
- WUXGA (Wide Ultra eXtended Graphics Array) : despizadur a 1920 x 1200 gant 16 milion liv.
- QXGA (Quad eXtended Graphics Array) : despizadur a 2048 x 1536 gant 16 milion liv.
- QSXGA ('Quad Super eXtended Graphics Array) : despizadur a 2560 x 2048 gant 16 milion liv.
- QUXGA (Quad Ultra eXtended Graphics Array) : despizadur a 3200 x 2400 gant 16 milion liv.
Mod kevregañ |
Despizadur diazremm |
Despizadur diazerc'h |
Pikseloù |
Feur
|
VGA |
640 |
480 |
307 200 |
1
|
SVGA |
800 |
600 |
480 000 |
1,56
|
XGA |
1024 |
768 |
786 432 |
2,56
|
SXGA |
1280 |
1024 |
1 310 720 |
4,27
|
SXGA+ |
1400 |
1050 |
1 470 000 |
4,78
|
SXGA+ |
1280 |
1024 |
1 310 720 |
4,27
|
UXGA |
1600 |
1200 |
1 920 000 |
6,25
|
QXGA |
2048 |
1536 |
3 145 728 |
10,2
|
QSXGA |
2560 |
2048 |
5 242 800 |
17,1
|
QUXGA |
3200 |
2400 |
7 680 000 |
25
|