Ur stad kevredet a Aostria eo Karintia (alamaneg Kärnten, sloveneg Koroška) a zo Klagenfurt (sloveneg Celovec) e gêr-benn.
Div yezh ofisiel a zo e Karintia: an alamaneg hag ar c'hKoroško (sloveneg Karintia), ur rannyezh slovenek. Hervez niveradeg ofisiel 2001 e ra 13 109 a dud (~2.3% eus ar boblañs) gant ar sloveneg bemdez; e gwirionez ez eus muioc'h evit 50 000 sloveneger karintian (da lavarout eo muioc'h evit 9% eus ar boblañs), met lakaet e vez lod anezho da gaout mezh abalamour d'o yezh.
Emdroadur ar boblañs
|
Bloavezh |
Niv. a annezdi |
Niv. ofisiel a slovenegerien
|
|
1900 |
367 324 |
75 136
|
1923 |
370 432 |
34 650
|
1939 |
460 946 |
43 179
|
1951 |
474 764 |
42 095
|
1961 |
495 226 |
24 911
|
1971 |
525 728 |
20 972
|
1981 |
536 179 |
16 552
|
1991 |
552 421 |
14 850
|
2001 |
559 404 |
13 109
|
Abaoe an XIXvet kantved ez eo bet Karintia unan eus kreñvlec'hioù an tu dehou pellañ e Kreiz Europa. D'ar vare-se e tegemeras lod eus alamanegerien ar vro mennozhioù broadelour, enepslav, enepyuzev hag enepkloer tra ma chome ar slovenegerien leal ouzh gouarnamant Vienna ha stad liesvroadel an Habsbourged. E 1919, pa voe disrannet Aostria-Hungaria, e c'houlennas breujoù Karintia e vefe staget o bro ouzh Alamagn. Lu stad SHS (Yougoslavia) a ac'hubas ar rannvroioù sloveneger hag en em gannas ouzh gward-bro Karintia. Betek ar bloavezhioù 1980 e oa bet enoret paotred ar gward-bro evel harozed ha "difennerien a-enep ar Slaved" gant gouarnamantoù Karintia.
Dre ur referendom (d'an 10 a viz Here 1920) e chomas ar rannvroioù sloveneger stag ouzh Karintia dre ma oa bet prometet d'ar slovenegerien, 70 000 den bennak d'ar mare-se, skolioù evito o-unan.
Etre 1938 ha 1945, dindan ren an nazied, e oa forbannet miliadoù a slovenegerien gant an SS. Em em zifenn a raent en ur sevel strolladoù partizanted hag a stourme a-enep d'ar polis ha d'an arme alaman ar gwellañ ma c'hellent. Da dreitourien e vez lakaet ar rezistanted-se gant politikerien garintian eus an tu dehou betek an deiz a hiziv. Dre voaz e ya un dregantad uhel eus ar votoù gant strolladoù eus an tu dehou pellañ e dilennadegoù Karintia - war-dro 42.5% e 2004.
Gwelet ivez:
Takad ar sloveneg e Karintia (2001)
Dre lezenn o deus minorelezhioù yezhel Aostria gwir da sevel panelloù liesyezhek ha da implij o yezhoù er velestradurezh hag er skolioù en o zakadoù istorel. E 1972 e tivizas Bruno Kreisky, kañseller Aostria, ha Hans Sima, pennrener Karintia, sevel panelloù alamanek-slovenek e 205 kumun e su Karintia (war an dachenn aroueziet gant ur vevenn c'hlas war ar gartenn). Distrujet e voe an holl banelloù-mañ gant ur mob a stourmerien eus an tu dehou pellañ, met ivez gant slovenegerien asimilet zo hag o doa keuz eus o mammyezh hag a fellas dezho ez aje ar sloveneg da get ar buanañ ar gwellañ. Taget e voe Kreisky ha Sima gant manifesterien garintian a rae "treitourien yuzev" eus an daou bolitikour.
E 1977 e voe divizet gant ar gouarnamant kevredel sevel panelloù divyezhek e kumunioù ma veze komzet sloveneg gant muioc'h evit 25% eus ar boblañs enno, 91 kumun en holl. Hogen ne voe ket bet savet nemet 77 panell betek ar bloavezh 2010 abalamour da vastoc'hadur al lezenn gant pennrenerien Karintia a bep liv politikel.
Jörg Haider o sevel panelloù unyezhek nevez e Bleiburg/Pliberk e miz Eost 2006
Abaoe 2000 ez eus bet heuliet ur strategiezh nevez gant an dud a stourm evit gwirioù slovened Karintia. Bleniañ a reont o c'hirri-tan buan-kenañ dre gumunioù a vank panelloù divyezhek dezho. Pa vezont barnet e nac'hont paeañ peogwir ne oa ket aroueziet en un doare reizh harzoù ar gumun. E 2001 ec'h urzhias Lez-varn Vonreizhel Aostria sevel panelloù alamanek-slovenek e pep kumun ma vez komzet sloveneg enno gant muioc'h evit 10% eus ar boblañs. Mastoc'het e voe an urzh-mañ gant Jörg Haider, pennrener Karintia eus an tu dehou pellañ. E 2006 e tivizas Haider dismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. E miz Eost 2006 e kemennas e vije dismantret an holl banelloù divyezhek ha lakaet re unyezhek gant adpanelloù slovenek bihanik en o flas. E 2011 nemetken e voe echuet “tabut ar panelloù” da vat, ha savet 164 panell divyezhek dres Su Karintia.
Gwelout ivez:
Commons