Unan eus ar 56 minorelezh c’houennel anavezet gant Republik Pobl Sina eo ar vBaied (白族; pinyin: bái zú, baieg Pɛ2tsi1). 1,858,063 e oant e 2000.
E provins Yunnan - e rannvro Dali - e vev darn vrasan ar vBaied daoust m’eman o chom un nebeud anezho er provinsoù Guizhou (e rannvro Bijie) ha Hunnan (e rannvro Sangzhi).
War dro 1.240.000 anezho (kontadeg 2003) a gomz o yezh c’hoazh. Gant ar sinaeg a ra a reou arall. Ur yezh dibetek-burmek eo ar baieg daoust m’he renk klaskourien’zo en ur skour dieub ar familh sinek-tibetek.
Boudaiz eo ar vBaied met azeuliñ doueed lec’hel a reont ivez.