Pleuveur-Bodoù a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor. Pleuveuriz a vez graet eus an annezidi.
Douaroniezh
Pleuveur-Bodoù a zo war aod Mor-Breizh, etre Trebeurden ha Tregastell.
Kumunioù amezek : Trebeurden; Tregastell; Lannuon (Servel)
Anv
Bernard Tanguy : Plebs Magna Podou, Plebs Boudou, 1330; Plebs Magna Podou, c. 1330, fin XIVvet; Ploemeur Podou, 1461, 1481; Pleumeur-Bodou, 1486; Pleomeur Podou, 1543
Chom a ra diasur ar wrizienn Podou. Marteze diwar un anv den, evel evit Pleuveur-Gaoter.
Erwan Vallerie : Plebe Magna Podou, Plebe Boudou, 1330; Ploeneur ?, 1407; Plomeur Bodou, 1516; Pluuir Bodou, 1630; Pleumeur-Bodou, 1779
Ardamezioù
En glazur e vor en argant leinet gant ur steredenn a beder zerenn en aour • Sturienn : Dreist mor ha douar — Ardamezioù degemeret war-dro 1963.
Istor
- Mervel a reas 54 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Mojenn ar Roue Arzhur
E Pleuveur ez eus ur c'hastell Kerduel, hag un enezenn Aval. Ha Kamlez nemañ ket pell ! Ha ma vefe ar vro tro war dro al Leger ar rouantelezh Logres ?
Trawalc'h evit lakat ar speredoù da dridal war mojenn ar Roue Arzhur, abalamour da gCarduel, ur gêrbenn ar Roue Arzhur, ha da enez Avalon, e-lec'h e vefe bet douaret.
Komz e vez eus daou Gembread deut war o zaoulin e kambr ar Roue Arzhur, e kastell Kerduel.
Monumantoù ha traoù heverk
- Peulvan Sant Uzeg
- Alez toet Ti ar C'hornandoned (pe Ti-Lia).
- Taol vaen Kerewen.
-
Talbenn en aer vat
-
Talbenn en aer enep
-
- Kastell Kerduel.
- Monumant ar re varv er vourc'h, stok ouzh an iliz katolik Sant Pêr, luc’hskeudenn[7].
- Monumant ar re varv en Enez-Veur, luc’hskeudenn[8].
- Taolenn ar re varv en iliz katolik an Enez-Veur, luc’hskeudenn[9]
Stag eo an Enez-Veur ouzh kumun Pleuveur, goude ma oa ur barrez distag, ha person enni, er bloavezhioù 1960.
-
Skeudenn bet tennet diouzh krec'h Kerivon
-
Skeudenn bet tennet diouzh an hent D788, e-kichen Kervegan
-
Skeudenn bet tennet diouzh Penvern
-
Skeudenn bet tennet diouzh Penvern
- Enez Aval
- Peulvan ha kroaz kozh-kozh
- Enez Aganton (kroazioù kozh-kozh).
- Enez Losket.
Deskadurezh ha buhez kenstroll
Pemp skol a zo e Pleuveur-Bodoù :
- Skolaj Paol ar Flemm (publik).
- Skol Yann ar Morvan (publik) ar bourk.
- Skol Enez-Veur (kentañ derez).
- Skol Armand-Lagain (publik) Kerenog.
- Skol Sant Jozef (prevez) lec'hiet er bourk.
Buhezek eo ar vuhez hag an traoù e Pleuveur, koulz eus kostez ar sevenadur hag eus kostez ar sport. Ar strolladoù sevenadurel a zo kevredet e-touesk an OKSD (Ofis-Kêr ar Sevenadurezh hag an Dudi) hag ar strolladoù sport e-touezh an OKS (Ofis-Kêr ar Sportoù). E Pleuveur-Bodoù a kaver ivez :
- Un drompilhadeg.
- Ur c'hlub mell-droad.
- Ur c'hlub mell-dorn.
- Ur c'hlub tennis.
- Ur c'hlub tennis-taol.
- Ur c'hlub badminton.
- Ur c'hlub sport-emgann (judo).
- Ur c'hlub embregerezh-korf, Cosmogym: meur a briz aet gantañ e kevezadegoù Bro-C'hall.
- Ur c'hlub marc'h-houarn war hent.
- Ur c'hlub MTB (Marc'h-houarn Treuz-Bro) : aozer al "Lou-Anne", unan eus an traoù pennañ a c'hoarvez e Bro-Dreger, bep bloaz e miz Here.
- Ur skol vageal e kreizenn Enez-Veur.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi
Melestradurezh
Gevelliñ
Tud
Ardamezeg ar familhoù
|
d'Acigné, aotrounez Keruzeg ː
En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.
- Ger-ardamez : Neque terrent monstra[10]
|
Levrlennadur
- (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- (fr)Daniel Giraudon & Louis Lemoine : Saint Samson & Arthur Roi. Commission du Patrimoine. Pleuveur-Bodoù. 1993
- (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- (fr)Edmond Rébillé : Itinéraire littéraire en Côtes d'Armor. Coop Breizh. 1998
- (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
Liammoù diavaez
Commons
Notennoù ha daveoù