www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Park an Arvorig

Eus Wikipedia

Patrom:Peurunvan

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Ur bastell-vro, dezhañ 172 000 hektar war 39 kumun e Penn-ar-Bed eo Park an Arvorig. Krouet eo bet e 1969 gant ul lezenn dindan anv Parc naturel régional d'Armorique (PNRA). E Bro-C'hall ez eus bet krouet 44 park naturel rannvroel evit ma vo gwarezet an endro hep ma vo difennet d'an dud bevañ ha labourat enno (ar c'hontroll bev eus reolennoù strizh a gaver er parkoù broadel).

Emellout a ra er Park 43 kumun, rak eo bet lakaet kêr Vrest evel kumun kevreet e mare ar c'hrouadur hag 3 all a zo bet degemeret evel kumunioù kevreet : Landerne, Kastell-Nevez-ar-Faou ha Kastellin.

Daveiñ a ra anv ar Park d'an Arvor, muioc'h eget d'an Arvorig hag a zo un anv kozh deuet eus an Henamzer ha roet da Vreizh a-raog ma teuas embroidi eus Enez Breizh-Veur. Ha gwir eo e ra ar mor ur gouriz da veur a gumun pa z'eus inizi hag ennezennig e-leizh (endro da Eussa, Molenez hag Enez-Sun) hag ul ledenez vras, hini Kraozon.