www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jozef (Testamant Nevez)

Eus Wikipedia
Stumm eus an 29 Mae 2006 da 13:27 gant Gwilhmod (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Sant Jozef, gwaz ar Werc'hez Vari, daoust ma n'eo ket ken brudet hag e wreg, a gaver un delwenn pe ur gwitrail anezhañ e holl ilizoù Breizh. Kalvez e oa eñ eus e vicher. Enoret e vez evel "patron al labourerion" hag an "tadoù a familh". E miz meurzh an hini eo e vez pedet Sant Jozef, abalamour de ouel, an 19. An deoliezh anezhañ a zo bet harpet gant un nebeut embannennoù brezhonek :

  • 1910 Miz Sant Jojeb, gant an Aotrou Gouron, person Gregam, 272 p.
  • 1868 Buez ha vertuziou sant Jozef, gant an Aotrou Kerlan, person Poulldreuzig (eil embannadur), 394 p.