www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Napoleon Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Tikedenn : Liammoù disheñvelout
Linenn 53: Linenn 53:
* awenet ha bamet zoken e oa [[Adolf Hitler]] gant an impalaer hag e « oberenn », da skouer ar [[prefed|brefeded]]. Pa'z eas da Bariz d'an 23 a viz Even [[1940]] e voe un dudi dezhañ gwelout e gwir ar gêr muiañ-karet<ref>[https://www.leparisien.fr/archives/la-visite-eclair-d-hitler-a-paris-13-09-2014-4130465.php| Gweladenn Hitler e Pariz], pennad-skrid gant Le Parisien, 13 a viz Gwengolo 2014.</ref>. Mont a reas d'an "Invalides" da stouiñ ha prederiañ dirak bez Buonaparte e-pad hir a vunutennoù. Disklêriañ a reas goude e voe « brasañ ha kaerañ koulz e vuhez ». Divizout a reas ur prantad goude, e miz Kerzu 1940, lakaat relegoù mab an impalaer, an « Aiglon », treuzlec'hiet eus Vienna da Bariz evit lidañ 100 bloaz advroadur bez an tad da Vro-C'hall<ref>''« Le saviez-vous ? En 1940, Hitler a fait rapatrier les restes du fils de Napoléon aux Invalides »'', abadenn skingomz ''Au coeur de l'Histoire'', Europe 1, 4 a viz Even 2020.</ref>,

* kopiet en deus [[Jean-Bedel Bokassa]] lid-sakradurezh Napoleone Buonaparte evit e sakradurezh dezhañ evel impalaer e [[1977]] e [[Bangui]], kêr-benn ar [[Republik Kreizafrikan]]. Paeet e voe al lid cheuc'h-se gant Bro-C'hall <ref>abadenn skingomz ''Rendez-vous avec X'' : ''« La Centrafrique ou la Françafrique? (1/2) »'', France Inter, {{1añ}} a viz Kerzu 2007.</ref>,

* [[José Napoleón Duarte]] (1925-1990), diktatour eus [[San Salvador]],
* Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre [[Malaysia]] ha [[Bro-C'hall]] : [[afer Altantuyaa]].
* Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre [[Malaysia]] ha [[Bro-C'hall]] : [[afer Altantuyaa]].

Ar skrivagner ha diplomat italian Kurt Suckert (1898-1957) en doa dibabet e anv-pluenn [[Curzio Malaparte]] ("eus an tu fall") evel un troatad-fri da anv-tiegezh an diktatour gall, peogwir e dalv Buonaparte kement hag "eus an tu mat".

=== Enorioù ===
=== Enorioù ===

Stumm eus an 31 Gen 2022 da 13:44

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Napoléon Bonaparte, ganet Napoleone Buonaparte

Napoleone Buonaparte, pe impalaer Napoleon Iañ (ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu, Korsika ha aet d'an anaon d'ar 5 a viz Mae 1821 e Santez-Helena), a oa ur jeneral, un dispac'her hag impalaer ar c'hallaoued.

Eus un tiegezh kors e teu Buonaparte, newazh e engouestlas en arme c'hall e-pad an Dispac'h gall. Du-hont e tiskouezas e ampartiz milourel dispar. Ar vrezeliadenn en Italia hag en Egipt en deus graet e vrud da-vat. An degouezh-mañ a roas dezhoñ an digarez kemer galloud ar vro en ur ober taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn (9 a viz Du 1799) ha mont da vout koñsul. Adal 1799 betek 1804 e oa-eñ rener e-touesk ar gonsuled e-pad ar c'hentañ Republik c'hall ha kenderc'hel a reas bezañ e penn ar vro betek 1814 evel impalaer ar c'hallaoued o staliañ ur renad diktaturiezhel.

Dre veur a adreizh evel da skouer krouadenn ar Code civil ("kod keodedel") en deus diazezet framm melestradurel Bro-c'hall a vo miret betek hiziv an deiz hag en devoa ur pezh-mell levezon war broioù all Europa. Adal 1805 e teuas da vout Roue Italia hag etre 1806 ha 1813 e oa anvet "Diwaller kengevread ar Roen" hag en devoa lakaet kerent ha tud nes war kadorioù ar monarkiezhioù estren. Goude divodadur Impalaeriezh santel roman german e oa ur gudenn vras dezhañ gouzout penaos aozañ ha frammañ holl Europa ar C'hreiz. Soñjal a rae unvaniñ Europa a-bezh en ur stad kreñv met un harz a-bouez en devoa kejet gant bro-Spagn da gentañ, bro-Alamagn ha bro-Rusia dreist-holl.

Ar vrezeliadenn a-enep ar Rusiz a oa ur gwalleur du dezhañ hag e arme. Krogiñ a reas un diskar dezhañ da neuze gant Brezeliadenn alaman 1813 (anvet eo "Brezeliadenn dieubidigezh" gant an Alamaned) hag e echuas gant faezhidigezh Buonaparte hag e zistaolidigezh. Goude ur prantad amzer o chom e Elba e tistroas da Vro-C'hall evit Ren ar C'hant Devezh betek ma tegouezhas emgann Waterloo a echuas e ren e 1815 hag e voe kaset da Santez-Helena evit peurest e vuhez-pad gant ar Saozon. Milionoù a Europeiz a varvas abalamour d'e vrezelioù.

Goude e varv e voe savet mojenn an « den meur » gant politikourien ha skrivagnerien dreist-holl. Ul luskad politikel awenet gantañ a zo e Bro-C'hall zoken : ar bonapartouriezh.

E vuhez

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugale

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleone.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed(Daveoù a vank).

Napoleone Buonaparte war varc'h, kuitaet gantañ Moskva e penn e arme e 1812, livet gant Jean-Louis-Ernest Meissonier.

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.

Ren ar C'hoñsul

Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 a viz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha disklêriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

Impalaer ar C'hallaoued

Impalaeriezh C'hall Kentañ a vez graet eus ar renad-nevez-se. Kalz iriennoù a oa savet evit muntrañ Bonapart. Ur splet e oa evitañ evit staliañ ur renad impalaerel diwar skouer Henroma..

Harlu

E 1815 e voe harluet da Saint Helena. C'hwec'h vloaz a vevas eno ha mervel a reas e 1821.

Goude e varv

Tud levezonet gantañ pe anvet diwarnañ

  • ar marichal Mic'hail Toukhatchevski, marichal soviedel lesanvet « ar Bonapart ruz », enullet gant Stalin e 1937 e-pad ar Spurjadennoù Bras,
  • awenet ha bamet zoken e oa Adolf Hitler gant an impalaer hag e « oberenn », da skouer ar brefeded. Pa'z eas da Bariz d'an 23 a viz Even 1940 e voe un dudi dezhañ gwelout e gwir ar gêr muiañ-karet[1]. Mont a reas d'an "Invalides" da stouiñ ha prederiañ dirak bez Buonaparte e-pad hir a vunutennoù. Disklêriañ a reas goude e voe « brasañ ha kaerañ koulz e vuhez ». Divizout a reas ur prantad goude, e miz Kerzu 1940, lakaat relegoù mab an impalaer, an « Aiglon », treuzlec'hiet eus Vienna da Bariz evit lidañ 100 bloaz advroadur bez an tad da Vro-C'hall[2],
  • kopiet en deus Jean-Bedel Bokassa lid-sakradurezh Napoleone Buonaparte evit e sakradurezh dezhañ evel impalaer e 1977 e Bangui, kêr-benn ar Republik Kreizafrikan. Paeet e voe al lid cheuc'h-se gant Bro-C'hall [3],
  • José Napoleón Duarte (1925-1990), diktatour eus San Salvador,
  • Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre Malaysia ha Bro-C'hall : afer Altantuyaa.

Ar skrivagner ha diplomat italian Kurt Suckert (1898-1957) en doa dibabet e anv-pluenn Curzio Malaparte ("eus an tu fall") evel un troatad-fri da anv-tiegezh an diktatour gall, peogwir e dalv Buonaparte kement hag "eus an tu mat".

Enorioù

Roet gantañ e-unan pe gant e niz Napoleon III :

  • Napoléonville, un anv roet da Bondivi gant ar melestradurezh gall dindan Napoleon I ha Napoleon III
  • ur gêriadenn eo ivez e Louiziana
  • adanvet oa Mirdi al Louvre "Mirdi Napoléon" e 1803
  • Saint Napoléon a oa Gouel broadel Bro-C'hall da vare Napoleon I ha Napoleon III
  • île Bonaparte a oa anv ar Reünion e-pad ren Napoleon I
  • Napoleon, ur pezh moneiz aour gall

Roet goude e varv :

  • Diazezadur Napoléon, ur gevredigezh c'hall disklêriet a dalvoudegezh foran e 1986
  • Napoléon, ur gomedienn war gan gant Serge Lama
  • meur a film ha lestr zo bet anvet Napoléon

Buonaparte el lennegezh

Gwelout ivez

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Gweladenn Hitler e Pariz, pennad-skrid gant Le Parisien, 13 a viz Gwengolo 2014.
  2. « Le saviez-vous ? En 1940, Hitler a fait rapatrier les restes du fils de Napoléon aux Invalides », abadenn skingomz Au coeur de l'Histoire, Europe 1, 4 a viz Even 2020.
  3. abadenn skingomz Rendez-vous avec X : « La Centrafrique ou la Françafrique? (1/2) », France Inter, 1 a viz Kerzu 2007.