www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]


Amerika (pe an Amerik[1]) a zo, hervez ar savboentoù, pe ur c'hevandir pe hollad daou gevandir: Norzhamerika ha Suamerika. En degouezh-mañ e vez graet ivez gant an anvadur Amerikaoù. Etrezañ hag Azia emañ strizh-mor Bering. Dont a ra an anv Amerika eus anv ar merdeer Amerigo Vespucci, unan eus ar re gentañ a oa aet da zizoleiñ ar «Bed Nevez». Dibabet e oa bet an anv-se e-kerzh ur vodadeg graet en-dro d'ar chaloni Vautrin Lud er bloaz 1507 e Saint-Dié-des-Vosges.

Amerika er bed

Indianed Amerika a ginnig reiñ an anv Abya Yala d'ar c'hevandir.

A-wechoù e vez graet ivez Amerika eus Stadoù-Unanet Amerika, pezh na blij ket tamm ebet da dud ar broioù all a lavar bout Amerikaned kenkoulz hag int, hep bout Stadunaniz evelto.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. "Amerik" war al lec'hienn devri.bzh


Kevandirioù ha rannvedoù
 
Norzhamerika
 
Europa
 
Eurazia
 
Azia
 
Amerikaoù
 
Eurafrazia
 
Okeania
 
Aostralia
 
Suamerika
 
Afrika
 
Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia