www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Baradoz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Paradoz)
Paradoz
Eden
Iskevrennad euslec'h mojennel, otherworld Kemmañ
Enebet ouzhIfern Kemmañ
Ar Baradoz
Jan Brueghel gozh, c. 1620
Eoul war panell derv, 59 x4 2 cm

Ar Baradoz, pe Liorzh Eden er Bibl, eo an anv a roer da lec'h an evurusted goude ar marv hervez levr ar C'heneliezh, unan eus levrioù ar Bibl hag ar relijion gristen (n'emañ ket ar ger el levr avat). Dre-se emañ meizad ar baradoz evel ul liorzh er yuzeviezh hag en islam ivez.
Lec'hioù an evurusted da vezañ tizhet gant an Anaon a gaver e meur a relijion all.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paradoz (benel) ha baradoz (gourel) eo an anvioù brezhonek.
Meneget eo ar ger barazoez e Catholicon 1499[1], troet e galleg gant paradis hag e latin gant paradisus, a zo deuet eus an henc'hresianeg παράδεισος parádeisos, ha hemañ deuet eus an henberseg *parādaiĵah- "kloz mogeriet". En henberseg e kaver ar furm 𐎱𐎼𐎭𐎹𐎭𐎠𐎶 p-r-d-y-d-a-m /paridaidam/ hag en avesteg 𐬞𐬀𐬌𐬭𐬌⸱𐬛𐬀𐬉𐬰𐬀 pairi-daêza-. pardesu, "domani".

Liorzhoù bras mogeriet zo bet kavet kalz a roudoù anezho, pa veze an Impalaeriezh iranat kentañ en he barr. Kentañ meneg eus ar ger henc'hresianek παράδεισος parádeisos "parkoù evit klenkañ loened" a zo bet kavet en Anabasis skrivet gant Ksenofonos (deroù ar 4vet kantved a-raok Krist). En arameeg e kaver pardaysa gant ar ster "park roueel", hag en hebreeg פַּרְדֵּס pardes, o talvezout kement ha "gwerjez" en Tanac'h (Kanenn ar C'hanennoù 4:13, Eklesiastes 2:5 ha Nehemia 2:8). Er Septant (3de–1 kantved a-raok Krist), ar ger henc'hresianek παράδεισος parádeisos a vez implijet koulz evit treiñ an hebreeg פרדס pardes ha גן gan, "liorzh" : ac'hann e teu ar boaz da lakaat "baradoz" ha "Liorzh Eden" da genster. Heñvel a lenner er C'horan m'emañ ar ger arabek فردوس firdous "paradoz".

N'ouzer ket penaos eo deuet ar furmoù brezhonek kozh ha nevez gant un /o/ da ziskouez ar sonioù [i] pe [ei]. Hervez menegoù gwelet e Devri, ar pennanv baradoz zo bet gwelet stankoc'h, met paradoz a vez meneget gant Gregor Rostren ha pelloc'h gant Abeozen.
Un adster baradoz / paradoz a weler ivez evit envel an telt, ur goudorig evit delwennoù a vez savet keit ur gouel pe war hent ur prosesion.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Folio 17, etre "baraz" ha "barbari".