www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dwight D. Eisenhower

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dwight D. Eisenhower
Dwight D. Eisenhower
Niv urzh 34e
Strollad politikel Republikan
Kefridi 20 a viz Genver 1953
20 a viz Genver 1961
Besprezidant Richard M. Nixon

Ganedigezh 14 a viz Here 1890
Denison, Texas
Marv 28 a viz Meurzh 1969
Washington

Micher Milour

Dwight David Eisenhower, lesanvet «Ike», a zo bet ganet d'ar 14 a viz Here 1890 e Denison e Stad Texas (SUA) ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1969. Ar 34vet prezidant eus ar Stadoù-Unanet e voe, e-pad 2 gemenn etre an 20 a viz Genver 1953 hag an 20 a viz Genver 1961. E-pad an eil brezel bed e voe ur jeneral pemp steredenn hag ar c'hommandant e-karg eus armeoù ar gevredidi en Europa. Ezel e voe eus ar strollad republikan. E-kerzh e gemennoù prezidant e klaskas ober war-dro ar peoc'h e Korea, lañsañ ar redadeg d'ar spas, diorroiñ a reas ivez ar gourhentoù etre stadoù hag unan eus e briorelezhioù pennañ a voe diorroiñ an arm nukleel da vare ar brezel yen etre ar Stadoù-Unanet hag URSS.

Buhezskrid

Orin ar familh

David Dwight Eisenhower a zo bet ganet d'ar 14 a viz Here 1890 e Denison, en Texas. Ar vamm, Mrs Ida Eisenhower, a oa test Jehovah. An trede eus 7 bugel Jacob Eisenhower hag Ida Elizabeth Eisenhower e oa. Badeziet e voe gant an anv Davit Dwight hogen anvet e voe Dwight er vuhez pemdeziek. Anv e hendadoù a veze skrivet "Eisenhauer" en doare orin. E 1741, Hans Nicolas Eisenhauer en doa divroet eus Saarland evit en em staliañ en Amerika, e trevadenn saoz Lancaster (Pennsylvania). En em staliañ a ra ar familh Eisenhower e Abilene e Kansas e 1892. E-kezh e skoliata eo en dije Dwight resevet al lesanv "Ike" gant e vignon wellañ. Da 19 vloaz, e 1909, resevout a ra testeni fin studioù an eil derez eus lise Abilene. Kregiñ a ra da labourat en un ti-laezh rak e gerent n'o deus ket a-walc'h a arc'hant evit kas anezhañ d'ar skol-veur. Klask a ra an arnodenn evit bezañ degemeret en akademiezh ar sevel batimañchoù, hogen, n'eo ket degemeret dre ma 'z eo re yaouank. Mont a ra a-benn ar fin da skol-veur Kansas City evit prientiñ ur respet soudard. Dont a ra brav gantañ e arnodennoù, dre-se eo degemeret diouzhtu en akademiezh soudardel West Point.

Respet soudard

E 1911, Dwight Eisenhower a zo degemeret e Akademiezh soudardel West Point. Dont a ra maezh 4 bloaz diwezhatoc'h, 61 vet war 164 gant ar ran a letanant. Kaset eo da heul e Fort Sam Houston eus San Antonio en Texas. Kejañ a ra gant Mamie Geneva Doud (1896–1979), ha dimeziñ a ra ganti d'an 1 a viz Gouere 1916. 2 vab en deus ganti, Doud Dwight Eisenhower (ganet d'ar 24 gwengolo 1917 et marvet d'an 2 a viz genver 1921 gant an derzhienn ruz) ha John Sheldon David Doud Eisenhower (ganet d'an 3 a viz Eost 1922). E 1917 eo anvet Eisenhower da gabiten ha kelenn a ra e meur a gamp gourdoniñ d'ar mare ma 'z eo ar Stadoù-Unanet engouestlet er c'hentañ brezel bed. Daoust dezhañ goulenn, ne zeu ket a-benn da vezañ kaset en Europa d'ar brezel, ha kemer a ra gourc'hemenn an "Tank Training Center" e Camp Colt, e Pennsylvania. Er c'hamp Meade, e-kichen Washigton, eo anvet da vajor, ha mont a ra d'an Infantry Tank School e-lec'h ma adkav ar c'holonel S. Patton, ofiser ar c'hirri houarnet. Asambles e embannont pennadoù evit aliañ da implij tankoù a-benn parraat d'un eil brezel an trancheoù. E vennozhioù n'int ket gwelet mat gant an uhelidi ha tost eo dezañ tremen el lez-vrezel. Da heul eo kaset e zonenn kanol ar Panama dindan urzhioù ar jeneral Fox Conner hag a wel ennañ talant, setu perak e enskriv anezhañ, e 1925, d'ar skol stummañ komandanted e Fort Leavenworth. Dont a ra maez eus e luskad er c'hentañ plas, dre-se e c'hounez kalz a bouez. E 1927 eo ezel eus komision ar monumantoù brezel amerikan hag e 1928 e pak un diplom er skol brezel amerikan (War College).


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)