www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Brezel Yen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ast:Guerra fría
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ckb:شەڕی سارد
Linenn 82: Linenn 82:
[[bs:Hladni rat]]
[[bs:Hladni rat]]
[[ca:Guerra Freda]]
[[ca:Guerra Freda]]
[[ckb:شەڕی سارد]]
[[co:Guerra freta]]
[[co:Guerra freta]]
[[cs:Studená válka]]
[[cs:Studená válka]]

Stumm eus an 9 Mez 2012 da 06:25

Ar bed rannet e div lodenn : ar C'hornôg (glas), ar Broioù komunour (ruz) hag an Trede bed (gwer)

Bez’ ez eo bet ar Brezel Yen un prantad bec’h padus e-lec’h ma oa kevezerezh etre Stadoù Unanet Amerika pe SUA hag an Unvaniezh Soviedel pe URSS hag ar broioù kevredet ganto adalek fin ar bloavezhioù ’50 betek dibenn ar bloavezhioù ’80. Ar broioù kevredet gant SUA a oa Kornôg Europa ha Japan. An darn vrasañ eus ar re a oa kevredet gant an Unvaniezh Soviedel a oa Reter Europa ha Republik Pobl Sina (a-raok an torr etre an URSS ha Sina). E-pad ar prantad-mañ e oa kevezerezh war dachenn ar brezelioù bihan, ar c’hevrediñ nerzhioù armet, an ideologiezh, hag ar c’hrouiñ ha produiñ armoù a bep seurt ha dreist-holl an armoù nukleel.

An emglevioù e-keñver lu pe arme

Dindan bluenn Bernard Baruch, anezhañ den-stad SUA ha brudet gant ar c'hazetenner Walter Lippmann e talvez an droienn Ar Brezel Yen ur prantad bec'h bras etre SUA hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel pe URSS etre 1947 ha 1991, hag int bet kevredet e-pad an Eil Brezel Bed. Hervez Raymond Aron e oa ur "brezel bevennet" pe ur "peoc'h brezelek" en ur bed daoubolel lec'h ma glaske an daou du chom hep tagañ an eil egile. Anavezet eo an dro-lavar "peoc'h dibosubl, brezel diasur".

Un toullad emgannoù, adalek brezel Korea, brezel ar Viêt Nam betek brezel Afghanistan, o deus skeudennaouet ar brezel ameeun etre ar Soviediz hag ar stadunanadiz, gant kemer perzh o gevredidi. Broioù an trede bed evel India gant Nehru, Ejipt gant Nasser ha Yougoslavia gant Tito o deus savet e-pad un amzerig emsav ar re zisteud o tiskleriañ evel-se o neptuegezh hag o c'hoari gant ar c'hevezerezh etre an daou blokad evit sevel aotreadurioù.

Abeg an anv

Ar gêr "yen", implijet evel un enepster a ziskouez ne 'z eo ket ur brezel boaz, met un emgann hep tagadennoù armet eeun etre trec'herien an Eil Brezel-bed ; merket eo bet ivez gant redadeg an armañ, gourdrouz an nukleel (kempouez ar spont) hag ar genstrivadeg teknologel evit gounit an egor.

C'hoant adsevel ar bed hag ar peoc'h goude an Eil Brezel-bed

Europa da vare ar rideoz houarn.
     Blokad ar c'hornog, broioù an AFNA      Blokad ar reter, broioù pakt Varsovia      Rideoz houarn      Broioù neptu      Emsav ar re zisteud

E 1945, dirak ar stadoù europat rivinet gant an Eil Brezel-bed, eo lakaet war-wel div vro dreistgalloudus en endro geopolitikel bedel. Ar Stadoù-Unanet o deus ar monopol nukleel abaoe bombezennadegoù atomek Hiroshima ha Nagasaki e miz Eost 1945 ha bez o deus ar galloud ekonomikel hag arc'hantel brasañ. An URSS he deus ur greñvder soudardel pouezhus en Europa ar c'hreiz hag ar reter.

Un adsavadur ekonomek

Un urzh moneizh hag arc'hantel bedel nevez a zo savet tro-dro d'an dollar stadunanat, evit mont e biou d'an distabilded ekonomikel a oa dioutañ etre an daou vrezel hag adlañsañ an eskemmoù etrevroadel. Savet d'an 22 a viz Gouere 1944 gant emglevioù Bretton Woods, goude ur brezegenn o strollañ 44 bro, aozadur nevez an ekonomiezh bedel a voe marc'hataet er fedoù etre Bro-C'hall, Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet.

An emglevioù a savas Font Moneizel Etrebroadel (FME), hag ur Bank etrebroadel evit an adsevel hag an diorren (BEAD pe BIRD), peurvuiañ anvet "Bank etrevroadel". An FME hag ar BIRD o defe evel karg ober war-dro stabilded an teulennoù etrevroadel hag ober prestoù evit an adsavidigezh hag an diorroadur.

An emglevioù a save ivez ur sistem parder digemm e-keñver an dollar stadunanat, ar moneizh nemetañ amdroadus penn-da-benn en aour. Dre m'o doa ar Stadoù-Unanet ur mirva aour tost da tri c'hard ar mirva bedel, an dollar US a voe dre ret choazet evel moneizh mirva. Evit finañsiñ ar brezel, ar galloudoù europat o deus ranket gwerzhañ o stokoù aour d'ar Stadoù-Unanet. Evel-se, ar sistem moneizhel nevez ne oa ket mui diazezet nemetken war an aour a oa gant ar bankoù kreiz, met ivez war an dollar US, as good as gold (kenkoulz hag aour), gant un talvoud gwarantet gant Mirad kevreadel ar Stadoù-Unanet, kement ha galloud ekonomikel ar vro.

E miz Even 1947, e-kerzh ur brezegenn diskleriet e Skol-veur Harvard, ar sekretour-Stad George Marshall a roas da Europa "ur sikour breurel" a-benn mont a-enep "an naon, an dispi hag ar reuz" a rene. Ar steuñv Marshall pe "steuñv adsavadeg Europa" ((en) European Recovery Program) a voe kinniget da Europa a-bezh, broioù ar reter hag URSS en o zouez. Daou ziviz a oa memestra : ar sikour stadunanat a vefe meret gant ensavadurioù Europat hag ar gouarnamant federal stadunanat en defe ar gwir sellet ouzh an dasparzh. Stalin en deus haketet, hag e fin miz Even e nac'has. Polonia ha Tchekoslovakia, a oa gant ar soñj asantiñ ar steuñv, a rankas cheñch ali.

Er fin, c'hwezek bro, gant donedigezh Alamagn ar c'hornog e 1949, a asantas ar steuñv Marshall : Bro C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, a vo ar broioù pennañ sikouret gantañ, Aostria, Benelux, Gres, Iwerzhon, Island, Italia, ar broioù skandinaviat, Portugal, Suis ha Turkia. E miz Ebrel 1948, ar c'hwezek bro-mañ o deus savet an Aozadur Europat a kenobererezh ekonomikel (AEKE) e 1960, aozadur dreistbroadel gant e bal kentañ a oa merañ ha dasparzhañ ar sikour stadunanat etre ar broioù ezel.

Eus 1948 da 1952, muioc'h eget trizek miliard a dollaroù US, 5/6 evel roadoù, 1/6 evel prestoù, a voe roet gant ar Stadoù-Unanet. Ar sikour-mañ evit an adsavidigezh a oa savet gant ul lodenn finañsel (skoaziadennoù ha prestoù) hag unan all e produioù hag ekipamantoù liesseurt (boued, traktourien, ostilhoù...)

En ur spas ekonomek "dollariset" gant emglevioù Bretton Woods, steuñv Marshall a voe savet evit leuniañ an « dollar gap », evel-se e c'helle an Europeaniz prenañ d'ar Stadoù-Unanet pourvezadennoù hag ekipamantoù o asurañ ur fred d'ar produioù stadunanat. E 1946, 42% eus an ezporzhadurioù stadunanat a oa davet Europa ar c'hornôg, un enkadenn european a vefe bet drastus war ekonomiezh ar Stadoù-Unanet.

Hogen, pal ar steuñv Marshall ne oa ket ekonomikel nemetken. Gouarnamant federalour ar Stadoù-Unanet e Washington en doa komprenet e sikoure arvar Europa ar strolladoù Marksourien staliet e Moskou, e Bro-C'hall hag e Italia dreist-holl lec'h ma vote ur c'hard eus an dileuridi evit ar c'homunourien. Neuze, ensinklerezh ar c'hevala stadunanat a voe ar c'henglokausted ekonomikel evit doktrin ar c'h/containment : chaoseriañ al levezon soviedel en ur c'hrouiñ ur spas a berzh mat e Europa.

Ar Soviediz a verzo kement-se, hag e miz Here 1947 e-pad emvod diazezer ar c'h/Kominform, Andrei Jdanov, sekretour strollad kommunour an Unaniezh Soviedel (SKUS), bodet gant kannaded an nav strollad komunour European, a freuzas an "impalaerouriezh stadunanat". Hervez doktrin Jdanov, ar bed a oa bremañ rannet e daou : ul lodenn "impalaerour hag enep-demokratel", ar Stadoù-Unanet o vezañ "an nerzh sturiañ pennañ" hag ul lodenn "enep-impalaerour ha demokratel", Moskou en he benn.

Ur c'hoant peoc'h

E miz Eost 1941, Churchill ha Roosevelt o doa sinet ar c'harta atlantel, un diskleriadur awenet gant priñsipoù Wilson, lec'h ma oa raktres an daou brezidant lakaat e plas ur "reizhad ledanet ha pad evit surentez an holl". E miz C'hwevrer 1945, emglevioù Yalta o deus adkemeret al lavarenn-se ha diskleriet o deus kengalv ur "c'hendiviz eus ar broioù unanet war an aozadur bedel (...) d'ar 25 a viz Ebrel 1945, er Stadoù-Unanet."[1]

D'ar 26 a viz Even 1945, kaset gant lusk ur meno trubuilhet gant an oberennoù nazi ha krizder an emgannoù, kannaded ar 51 bro o deus asantet e San Fransisco karta ar broioù unanet, an destenn ziazez evit Aozadur ar broioù unanet (ABU), gant ar pal pennañ a oa "gwareziñ ar remziadoù o tont eus distrujoù ar brezel en deus gloazet an denelezh div wech e amzer buhez un den."

An deroù

Abegoù

Goude an Eil Brezel-bed, an darempredoù etre an Amerikaned hag ar Soviediz a za war fallaat. An URSS a ziskler en deus ar c'hoant gwarantiñ e surentez oc'h en em gelc'hiañ gant broioù kevredidi a-hed e harzhoù. An arme ruz a chom er broioù bet savetaet eus an naziegezh ganti ha, ez kontrol eus ar pezh a oa bet divizet e Yalta, ne lak dilennadegoù aozet ebet e plas. Ur "brezel" eus un doare nevez a sav etre ar Stadoù-Unanet hag ar Soviediz, ha brezel al levezon a dizh buan-tre an trede-bed, stabilaet gant ur c'hempouez nukleel, anvet "kempouez ar spont", adalek 1949, bloavezh lec'h ma vo ar vombezenn nukleel gant an URSS ivez.

An abegoù kentañ : ar blegenn goude ar brezel

Staline a glask goudoriñ an URSS eus un dagadenn nevez en ur c'hrouiñ ur "rakkêr" douarel hag ideologel, da lâret eo ur spas gwarezour a bella gourdrouz an harzhoù soviedel :

  • O vountañ davet ar c'hornôg harzhoù an URSS dre stagañ ar broioù baltek hag ul lodenn eus Polonia, pa 'z eo douaroù Alamagn lec'hiet e reter an Oder hag eus Neisse Görlirz lakaet dindan melestradurezh Polonia (kenrann divizet e-pad kendiviz Potsdam) ;
  • O rediañ gouarnamatoù pro-soviedel e broioù Europa ar c'hreiz hag Europa ar reter okupet gant an arme ruz (war-bouezh Aostria), broioù a vo diwezhatoc'h "demokratelezhioù poblek". Taol Prag e Tchekoslovakia, unan eus demokratelezhioù gwirion Europa a-raok ar brezel e Europa ar reter, a voe ur skouer splann evit ar c'hornôg eus ar politikerezh-mañ hag e vo gwelet evel un arouez eus ar c'hoant bezañ mestr gant an URSS.

A-raok fin ar brezel gant Alamagn, an unaniezh soviedel en deus staliet he galloud e tachennoù dieubet gant an arme ruz :

  • Harzet c'hwezek rener eus an Armia Krajowa (arme kuzh Polonia), pedet e Moskou evit "emzivizoù politikel", daou leader pennañ eus an emzav poloniat o vervel en toull-bac'h un nebeut mizioù goude. Gouarnamant Polonia en harlu e Londrez, dilezet gant ar c'hornôg, a goll tamm ha tamm e atebegezh ha komite Lublin, stummet gant ar soviediz, a gemer kontroll ar vro.
  • Kemeridigezh proviñs Ruteni, ur proviñs eus Tchekoslovakia, ar pezh a ro d'an URSS harzhoù gant Hungaria
  • Kemeridigezh ar galloud gant ar strolladoù komunour kement e Bucarest hag e Sofia, hag skarzhadeg ar stummoù politikerezh all.
  • Staliadur e Vienne, hep goulenn d'ar c'hornôg, ur gouarnamant pro-soviedel gant ur mestr bet asantet gantañ an Anschluss e 1938.
  • Ar marechal Tito, staliet e Belgrad, a nac'h, er c'hontrol eus ar pezh prometet gant Kremlin d'ar Gevredidi, da leuskel ar roue Per II distreiñ eus e harlu.

Fin ar Brezel Yen

Echu e voe d’ar Brezel Yen pa grogas Mikhail Gorbachev da adkempenn e vro dre brogrammoù ar Perestroika hag ar Glasnost, pa leuskas da vont dizalc’h Reter Europa, hag ivez, pa voe divodet an Unvaniezh Soviedel e 1991.

Liammoù diavaez

Daveoù

  1. Kemenadenn fin kendiviz Yalta