www.fgks.org   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Afrodite Anadyomene : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 19: Linenn 19:
*hini [[Sandro Botticelli]], [[Ganedigezh Gwener (Botticelli)|Ganedigezh Gwener]], a c'haller gwelout e [[Mirdi an Ofisoù ]] e [[Firenze]] ;
*hini [[Sandro Botticelli]], [[Ganedigezh Gwener (Botticelli)|Ganedigezh Gwener]], a c'haller gwelout e [[Mirdi an Ofisoù ]] e [[Firenze]] ;
*ur ''Venus anadyomene'' all a zo un izelvos gant [[Antonio Lombardo]] eus [[Wilton House]] ([[Victoria and Albert Museum]], [[Londrez]]) ;
*ur ''Venus anadyomene'' all a zo un izelvos gant [[Antonio Lombardo]] eus [[Wilton House]] ([[Victoria and Albert Museum]], [[Londrez]]) ;
*''Venus anadyomene'', ul livadur gant [[Tizian]] war-dro [[1525]], prenet gant [[National Gallery of Scotland]], [[Dinedin]], e [[2003]] goude ma veze prestet abaoe pell gant dug Sutherland.
*''[[Venere Anadiomene (Tizian)|Venus anadiomene]]'', ul livadur gant [[Tizian]] war-dro [[1525]], prenet gant [[National Gallery of Scotland]], [[Dinedin]], e [[2003]] goude ma veze prestet abaoe pell gant dug Sutherland.
Livadur [[Alexandre Cabanel]] ([[1823]]-[[1889]]), ''[[Ganedigezh Gwener (Cabanel)|Ganedigezh Gwener]]'' a oa bet diskouezet e [[1863]] e [[Salon (Paris)|Salon Pariz]] ha prenet gant [[Napoleon III]] evitañ e-unan.<br>
Livadur [[Alexandre Cabanel]] ([[1823]]-[[1889]]), ''[[Ganedigezh Gwener (Cabanel)|Ganedigezh Gwener]]'' a oa bet diskouezet e [[1863]] e [[Salon (Paris)|Salon Pariz]] ha prenet gant [[Napoleon III]] evitañ e-unan.<br>
E [[1879]] e voe echuet ''[[Ganedigezh Gwener (Bouguereau)|livadur]]'' [[William-Adolphe Bouguereau]].
E [[1879]] e voe echuet ''[[Ganedigezh Gwener (Bouguereau)|livadur]]'' [[William-Adolphe Bouguereau]].

Stumm eus an 5 Mae 2022 da 09:35

Sandro Botticelli, La nascita di Venere
Ganedigezh Gwener (war-dro 1485), Uffizi, Firenze

Afrodite anadyomene ("Afrodite deuet e-maez an dour") eo mojenn ganedigezh an doueez en dour, livet gant arzourien evel Sandro Botticelli (1445-1510) e Ganedigezh Gwener.


Ar c'hentañ livadur

300
300

Afrodite anadyomene a oa ur murlivadur brudet e Pompei, savet diwar unan kalz koshoc'h a oa bet graet gant al livour meur Apelles evit doare, hag a zo aet da get pell zo.
Diwar livadur Pompei a-raok ma voe peurzistrujet eo bet graet ar skeudenn a weler amañ.

Meneg eus livadur Apelles zo el levr Naturalis historiae gant Plinius Kozh, a gont e voe implijet Kampaspe, ur serc'h da Alesant Veur, evel patrom. Hervez Athenaeus e oa bet awenet al livour gant istor Frine, un hetaira brudet eus Hellaz, a yae da neuñvial en he noazh er mor da vare gouelioù relijiel Eleusis.

Degaset e voe livadur Apelles eus Hellaz da Roma gant Augustus, met en ur gwall stad e oa da vare Plinius. Sevel a ra roll gwellañ livadurioù Apelles hag e ra anv eus un daolenn all  eus Gwener o sevel eus ar mor, dediet gant Augustus benniget e eñvor e bez Julius Caesar e adtad hag a zo anvet "Anadyomene" meulet e gwerzennoù hellenek evel oberennoù arall aloubet gant an amzer met disaotr o brud. [1]

Arouezioù reizhel

Hervez ar vojenn e savas Kronos a-enep e dad Ouranos, an oabl, hag e spazhas anezhañ hag e taolas e zivgell er mor, ma teuas sperius an eon-mor. Merc'h an oabl hag ar mor eo Afrodite eta.

En amzer an Azginivelezh ha war-lerc'h

Adalek ar XVvet kantved e savas c'hoant d'an arzourien, goude lenn ar pezh a skrivas Plinius, da geveziñ gant Apelles ha d'ober gwelloc'h ma c'hallent ; meur a Venus anadyomene a voe livet neuze :

Livadur Alexandre Cabanel (1823-1889), Ganedigezh Gwener a oa bet diskouezet e 1863 e Salon Pariz ha prenet gant Napoleon III evitañ e-unan.
E 1879 e voe echuet livadur William-Adolphe Bouguereau.

Taolennoù

Gant Tizian e 1525
National Gallery of Scotland
Gant Alexandre Cabanel e 1863
Mirdi Orsay, Pariz
Gant William-Adolphe Bouguereau e 1879
Mirdi Orsay, Pariz

Lennegezh

  • Vénus Anadyomène a zo anv ur varzhoneg c'hallek gant Arthur Rimbaud.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Plinius Kozh, Naturalis historiae xxxv.91 : Venerem exeuntem e mari divus Agustus dicavit in delubro patris Caesaris, quae anadyomene vocatur, versibus Graecis tantopere dum laudatur, aevis victa, sed inlustrata.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.