Degemer

Eus Wikipedia

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

77 432 bennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz
Prosez Hélène Jégado

Hélène Jégado (180326 a viz C'hwevrer 1852) a oa ur vuntrerez vreizhat hag a lazhas 36 den e-kreiz an XIXvet kantved.

Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e Pleheneg. Goude marv he mamm, e 1810, e voa kaset da labourat evel matezh da bresbital Bubri. Labourat a reas e-giz matezh evit beleien all eus Bro-Gwened hag e tiez tud all c'hoazh. E kement lec'h ma tremene e varvas tud, ar re gentañ anezho e 1833, war a seblant. N'eo nemet e 1851 e voe sachet evezh ar polis gant marvioù iskis div vatezh e ti Théophile Bidard, kelenner e skol-veur Roazhon.

Diskred a savas pa grogas Hélène Jegado da embann e oa didamall a-raok ma vije bet goulennataet gant ar polis, ha harzet e voe d'ar 1añ a viz Gouere 1851. Goude enklaskoù all e voe liammet he anv ouzh marvioù iskis all, bet c'hoarvezet etre 1833 ha 1841. Ampoezonet e oa bet an holl dud-se gant arsenik. Barnet e voe Hélène Jegado e miz Kerzu 1851 e Roazhon. Kondaonet e e voe d'ar marv ha dibennet e voe d'ar 26 a viz C'hwevrer 1852 er Champ-de-Mars e Roazhon.

(muioc'h...)
Keleier
Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 27 a viz Genver 2023 ha Keleier ar vro.

Jacinda Ardern
Keleier ar Wiki
  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, goustad, ha tremen 77 000 pennad zo bremañ. En 81vet renk emaomp bepred e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre an telougoueg hag ar swahili. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 81vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh, nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 33 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus